LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Sekretour·ez melestradurel ha pedagogel
  • Deiziadoù  Kerzu 2022
  • Lec’h  Lise Diwan Karaez
  • Implijer  Diwan
  • Kefridi  Sekretourva boutin Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave Degemer ha treuzkas al lizhiri Degemer ha treuzkas ar mailoù Sevel lizhiri a bep seurt (titouriñ, pedadenn, lizher pediñ, adgalv, etc) Sekretourva pedagogel Merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi/liseidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez a bouez tre evit skoliadur ar skolajidi/liseidi.
  • Doare den Doare den Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ. Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud. Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  1726.60€/kriz miziek
  • Evezhiadennoù  Devezh kregiñ : Penn kentañ miz Kerzu 2022 Padelezh labour : Leun amzer bloazieket Koñjeoù paeet : 6 sizhunvezh + sizhunvezhioù nann labour a-drugarez d’ar bloaziekadur Gopr : 1 726.60€ kriz miziek diaz leun amzer. Ar gopr a c’hello bezañ kevraouet dio
  • Mont e darempred gant  tuta@diwan.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-11-15 15:45:33