LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Kargad a ziorren - kenurzhier
  • Période  adal ar 01/12/2018
  • Lieu  Karaez
  • Employeur  Raok - Brezhoneg e Kreiz-Breizh
  • Mission  1. Sevel liammoù gant an danvez kevelerien En em ginnig, kinnig Raok, brudañ, sachañ izili nevez… 2. Kehentiñ Sevel ur steuñv-kehentiñ, sevel ur garta c'hrafek, sevel an ostilhoù kehentiñ, boueta an ostilhoù-se. Preder hag aozadur gant an dud a-youl-vat (petra, peseurt ostilhoù, lusk, kenlabour Raok gant ar c'hevredigezhioù lec'hel, doareoù ober…) 3. Kenurzhiañ ha dougen raktresoù - Kinnigoù stummañ, ha kentelioù brezhoneg Aozañ an deiziataer gant ar frammoù, studiañ an ezhommoù (a-benn kaout tud nevez), aozañ ha buheziñ emvodoù. Resisaat, heuliañ kenemglev ar Pak « Deskiñ brezhoneg e Kreiz Breizh ». Mont davet strolladoù tud a fell dezho kaout kentelioù-noz (kinnig emvodoù kelaouiñ). - Arvestoù, degouezhioù, chomadennoù 4. Diorren Bezañ war evezh (lec'h, raktresoù…), micherelaat, emarc'hantaouiñ 5. Heñchañ Titouriñ an dud, kuzuliañ, ober al liamm entre an dud (pellgomz, posteloù, emvodoù, standoù, bezañ e-mesk an dud) Gouzout diwar-benn buhez ar vro : lenn, en em voueta, klask titouroù... 6. Merañ ar gevredigezh Sektretourva. Melestradurezh. Prientiñ emvodoù ar c'huzul-merañ gant tud ar gevredigezh, sevel hag heuliañ an teuliadoù goulenn yalc'hadoù.
  • Profil Emren, en e aez evit davet an dud, an dilennidi, an danvez kevelerien…. Live C1 brezhoneg. Barrek da implijout ar meziantoù boutin hag ar rouedadoù sokial. Skiant pren er vuhez kevredigezhel. Aotre bleniañ ha karr-tan.
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  350 kenemglev stroll ar buheziñ
  • Remarques  Kas lizher ha CV dre bostel (nemetken) a-raok an 28/09 da greisteiz.
  • Contact  Ao Prezidant - Raok - Brezhoneg e Kreiz-Breizh Ti Ar Vro - Plasenn gwirioù mab-den 29270 KARAEZ raok.bzg@gmail.com Pgz : 06 28 18 18 01
  • Fiche modifiée le 2018-10-01 15:06:46