LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Kenuzhier.ez m/velestradurel
  • Période  miz C'hwevrer - Meurzh 2020
  • Lieu  Ploneour-Lanwern
  • Employeur  Mervent
  • Mission  An degemer  Respont dre bellgomz ha war al lec’h d’ar goulennoù ha termeniñ ezhommoù ar c’hendivizer Ober war-dro mererezh melestradurel ar gevredigezh  Merañ al lizheroù,  Sevel, heuliañ ha hizivaat an teuliadoù sinañ, prientiñ elfennoù ar fakturenniñ,  Studiañ ha skignañ an teuliadoù evit ar c’huzul-merañ,  Prientiñ a-fed melestradurezh darvoudoù ar gevredigezh. Heuliañ oberiantizoù a-fed kentelioù hag emelloù red  Hizivaat ar c’henemglevioù keveliñ,  Skignañ an titouroù (eurioù, bezañs, niver a berzhidi, lec’hioù, …),  Heuliañ seveniñ an emelloù ha prientiñ stad an emelloù graet,  Kemer perzh en emvodoù pedagogel ha melestradurel. Kehentiñ  Kas war-raok ha brudañ oberiantizoù MERVENT (hizivaat al lec’hienn Internet, pajenn Facebook, Twitter, aozañ emvodoù-kelaouiñ). Labourat a ra dindan atebegezh eeun rener ar gevredigezh.
  • Profil Barregezhioù goulennet :  Brezhoneg live mat  Gouzout implijout ar meziantoù burevek (Word, Excel, Access, Outlook, lec’hienn Internet, Facebook, Twitter),  Teknikoù melestradurel, prientiñ ar gontouriezh,  Bezañ en he/e aes evit ar c’hehentiñ,  Divizout, reiñ fiziañs,  Krouiñ un aozadur efedus labour,  Doujañ ouzh an termenoù,  Urzhaat an trevelloù,  Kinnig,  Rikted,  Eisaousted,  Azasadusted, Aotre bleniañ ret.
  • Type de contrat  CDD
  • Remarques  Lizher emginnig ha CV da gas a-raok ar 18 a viz C'hwevrer 2020
  • Contact  Aotrou Kenbrezidant, MERVENT, BP 29, 29720 PLONEOUR-LANWERN
  • Fiche modifiée le 2020-02-17 16:44:01