LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Karget a ziorren
  • Période  Adalek ar 1añ a viz Gouere 2020
  • Lieu  Breizh
  • Employeur  UBAPAR
  • Mission  * Kenurzhiañ ar bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg : Reiñ buhez d’ar bodad (emvodoù evit rouedad aozerien ar c’hampoù vakañsoù). Kenurzhiañ, brudañ ha diorren hollad ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg. Kehentiñ war Breizh a-bezh (levrig ar c’hampoù e liamm gant ur maketenner). Lakaat an aozerien da genlabourat war ezhommoù boutin. Heuliañ ar reolennadur, al lezennadur war dachenn an dudi. Skoazellañ da sevel raktresoù nevez (kampoù). Sevel teuliadoù evit goulenn yalc’hadoù, bezañ e liamm gant ar gevelerien. Aozañ raktresoù ouzhpenn (levrig c’hoarioù) Aozañ ha kas kampoù vakañsoù nevez savet (marteze). / * Buhez kevredigezhel : Melestradurezh, liamm gant ar sektretourva. Kemer perzh e skipailh gopridi an UBAPAR Emvodoù-skipailh (1 devezh bep miz) Kemer perzh e degouezhioù an UBAPAR (Emvod-meur, devezhioù-emgav...). / * Kenurzhiañ ar bodad BAFA-BAFD : Reiñ buhez d’ar bodad (aozañ, buheziñ ha sevel rentañ-kont an emvodoù). Aozañ, buheziñ (gant stummerien all) ar stummadur stummerien (3-4 devezh/bloaz). Kenurzhiañ deiziataer ar stajoù hag aozañ ar brudañ war Breizh a-bezh. Sevel dafar pedagogel evit ar stummerien (fichennoù). Liamm gant Yaouankiz ha Sportoù (heuliañ an teuliad evit bezañ aotreet da aozañ stummadurioù BAFA-BAFD, emvodoù en DRJSCS, jury BAFD, lezennadur). Skoazellañ ar skipailhoù stummerien. Aozañ ha ren prantadoù stummadurioù DABU ha DARE e brezhoneg. / * Kehentiñ evit an UBAPAR : Stummañ dielloù ha skignañ anezho : pedadennoù evit an dezhouezhioù aozet gant an UBAPAR, prientiñ an teuliad-kinnig bloaziek, dielloù pleg-dibleg, levrig ar stummadurioù. Kenurzhiañ lizher trimiziek an UBAPAR. Raktresañ penaos e vo brudet pep degouezh pe raktres, gant ar skipailh. Heuliañ, diorren ha prederiañ war strategiezh kehentiñ an UBAPAR : identelezh niverel, merañ ar mediaioù, skignañ an dielloù-brudañ. Buheziñ ar bodad kehentiñ, nevez savet en UBAPAR, evit aesaat ar c’hehentiñ evit an izili.
  • Profil Skiant-prenet e bed ar buheziñ. / Anaoudegezh eus bed ar c’hevredigezhioù hag eus rouedad kevredigezhioù sevenadur Breizh. / Emrenerezh, siriusted, gouest d’en em aozañ, da azasaat, da sevel kinnigoù ha da grouiñ, da gaout intrudu. / En e aes gant an dud. / Barrek da skrivañ e galleg hag e brezhoneg. / Spered kevredigezhel : rannañ ha dougen talvoudegezhioù an deskadurezh pobl. Bezañ dedennet gant diorren an tiriadoù war ar maez, yezhoù Breizh ha doujañ ouzh an endro. / Skiant-prenet war sevel dielloù-kehentiñ. / Gouest da implij ostilhoù-kehentiñ (PAO, rouedadoù sokial, ostilhoù kenlabourat, ostilhoù framasoft, sevel testennoù ha taolennoù...). /Barregezhioù evit maketenniñ. / Implij meziantoù dieub. / Galleg ha brezhoneg mestroniet mat, gallaoueg a vefe ur perzh mat ouzhpenn. / Diplomoù : BAFA/DABU eus ret pe kevatalded. DEJEPS, DUT « Hentad sokial mellad buheziñ sokial ha sokio-sevenadurel », BPJEPS « Dudi evit an holl », BAFD/DARE
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  Strollad D (kenefeder 300) CCNA
  • Remarques  Leun amzer / Amzer-labour a-wechoù eus an noz hag e-pad an dibenn-sizhun / Mone-doneoù war an hent e Breizh / Pellabourat (pe labour en ur burev eus ur gevredigezh ezel pe en ul lec’h coworking)
  • Contact  Evit lakaat hoc’h anv : Lizher-emstrivañ ha CV da gas dre bostel da ubapar@ubapar.bzh evit ar 15 a viz Meurzh 2020. An emgavioù-tuta a vo e miz Ebrel.
  • Fiche modifiée le 2020-02-24 12:16:19