LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Skoazeller·ez melestradurel
  • Période  Miz Gwengolo/Miz Here 2022
  • Lieu  Sant-Brieg
  • Employeur  Telenn
  • Mission  Degemer ha merañ al lec’h: • Degemer an dud war al lec’h ha dre bellgomz, titouriñ diwar-benn obererezhioù kevredigezhel ar c’hevread. • Merañ feurmiñ ar salioù : merañ an implij-amzer, skrivañ ha mirout kendivizadoù feurmiñ ar salioù. • Kemer e karg implijerien al lec’h (degemer, titouriñ war mont en-dro al lec’h, kafe, …) • Sevel stadoù al lec’h mont-tre ha mont-kuit • Heuliañ monedone an alc’hwezioù Sekretourezh : • Merañ enskrivadurioù an izili, arvesterien an darvoudoù • Hivizikaat diaz roadennoù an izili hag an darempredoù • Heuliañ al lizhiri hag ar posteloù • Skrivañ ha kas lizheroù ha posteloù d’ar gevellerien (kevredigezhioù, izili, ensavadurioù ...). Kontouriezh munut : • Embann rakprizioù servijoù Telenn • Embann fakturennoù feurm ar salioù hag ar servijoù • Prientiñ ha merañ kontouriezh ar c’hefoù (tavarn, gwerzh liesseurt …) Souten ar genurzhierezh : • Merañ an deiziataeroù hag an emvodoù : kas ha heuliañ ar pedadennoù hag ar rentaoù-kont • Prientiñ an teuliadoù d’ar skipailhoù skritellañ/traktiñ
  • Profil Bacho+2 doare meradur melestradurel pe skoazeller-ez melestradurel. Skiant-prenet c’hoantaet 2 vloavezh. Gouiziegezhioù arbennik: • Mestroni ar brezhoneg. Mestroni ar gallaoueg a vefe degemeret mat. • Gouiziegezh war ar mont en-dro kevredigezhel (ensavioù, buhez kevredigezhel, obererezhioù) Chemet Barregezhioù melestradurel hag aozadurel : • Gouzout skridaozañ (reizhskrivadur, ereadurezh) • Gouzout urzhiañ ha renkañ an teuliadoù • Anavezout diazezoù ar gontouriezh Bureveg: • Mestroni an ostilhoù burevek (Word, Excel, Powerpoint). • Mestroni ar Genrouedad, ar benvegoù kenlabour, ar postelioù ha moarvat ar rouedadoù sokial Doare bezañ • Daremprediñ, gouzout labourat a-stoll hag en ur rouedad • Aozet, spizh, merañ an amzer • Emrenerezh • Diskred, empatiezh, digor-spered
  • Type de contrat  CDD
  • Rémunération  KS Buhezouriezh strollad B kenef. 260
  • Remarques  Deiziad termen an emstrivadurioù d’an 12 a viz Eost 2022 – Atersadenn enfredañ d’ar Gwener 26 a viz Eost 2022.
  • Contact  Trugarez da gas hoc’h emstrivadur da brezidant Telenn, Bertrand Jouannet : Dre bostel (contact@tiarvro-santbrieg.bzh) pe dre lizher (Ti ar Vro l’Ôté, 138 straed al Lege, 22000 Sant-Brieg).
  • Fiche modifiée le 2022-07-13 10:47:24