LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Merour·ez ar goproù
  • Période  Gwengolo 2022
  • Lieu  Landerne
  • Employeur  Diwan
  • Mission  Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet 45 bloaz zo, ez eus e Diwan 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel. Emañ ar rouedad Diwan o klask ur v·merour·ez goproù a savo fichennoù gopr ar c’hopridi o labourat e skolioù, skolajoù, liseoù Aodoù an Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger Atlantel (100/150 fichenn c’hopr). Dindan atebegezh ar benngontourez e labourit ivez gant an den e karg eus ar c’hoskor, ar bennsekretourez ha sekretourez pedagogiezh an eil derez karget da zastum an titouroù war ar goproù. Ebarzhet penn-da-benn e mererezh ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h ivez heuliañ red micherel ar c’hopridi. Ho kefridioù a vo dreist-holl : • Bizskrivañ roadennoù ar goproù war gemm, kontrollañ ha gwiriañ ar fichennoù gopr • Sevel, kontrollañ, diskleriañ an DSN miziek ha darvoudoù • Sevel an teulioù fin kevrat • Sevel testenioù fin goproù a denn d’an ezevañsoù (kleñved, mammelezh, ehan labour) • Sevel teulioù digoll ragevezh evit gopridi ar gevredigezh ha mistri kevratet gropret gant ar Stad • Bezañ e darempred gant an aozadurioù sokial hag ensavadurioù all a denn d’ar goproù • Respont da goulennoù ar c’hopridi diwar-benn ar goproù • Sevel red micherel gopridi nevez tutet. • Bremanekaat ar redoù micherel diouzh emdroadurioù kaeloù ar goproù • Respont da goulennoù ar c’hopridi diwar-benn o red micherel • Skoazellañ ha/pe gervel ur pourchaser pa rank bezañ bremanekaet ar meziant goproù • Kemer perzh er preder war raktresoù a denn da mont en-dro ar servij ha da kudennadoù goproù • Bezañ den-dave evit raktresoù a sell ouzh diorren ar rouedad
  • Profil Bet tapet ganeoc’h ur stummadur kontouriezh BTS/DUT/Aotreegezh dibab koskor, pe ur stummadur mererezh koskor/goproù, ho peus ur skiant-prenañ 5 bloaz d’an nebeutañ e mererezh ar goproù. Emrenn ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez. Anavezout ar meziant « Sage Paie » a vefe deuet mat. Mestroniañ word hag excel (dreist holl excel) a zo pouezus ivez evit ar post-mañ. Ul live mat e brezhoneg a rankit kaout ivez (B2 pe C1 tapet en DCL) pe diskouez ur gwir youl da zeskiñ brezhoneg.
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  23000-28000€ kriz/bloaz
  • Remarques  Emaomp e soñj tuta war ziazez ur gevrat didemern leun amzer met diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e c’hello bezañ kinniget deoc’h ul labour darn-amzer 80 %. Karout a rafemp degemer ac’hanoc’h adalek fin miz Eost 2022 pe derou miz Gwengolo met gell
  • Contact  tuta@diwan.bzh
  • Fiche modifiée le 2022-07-21 15:53:57