LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Kargad.ez diorren sevenadurel
  • Période  21.11.2022
  • Lieu  Ti ar Vro - l'Ôté, Sant-Brieg
  • Employeur  Kevread Telenn
  • Mission  Diorren sevenadurel : o Diorren obererezhioù brudañ sevenadur Breizh dreist-holl etrezek ar yaouankiz (bugaligoù, skol, tro-skol, diavaez skol). o Renabliñ barregezhioù ar c’hevread ha diorren e garned chomlec’hioù (kevelerien ha perzhidi) o Klask kevelerezhioù ha mamennoù nevez arc’hantaouiñ (mesenerezh) o Krouiñ hag aozañ darvoudoù arzel ha sevenadurel liammet gant sevenadur Breizh o Merañ budjed an darvoudoù o Sevel teuliadoù yalc’hadoù o Ober war-dro an evezh sevenadurel Kehentiñ : - Kehentiñ diabarzh : o Lakaat izili ar c’hevread da gemer perzh e raktresoù boutin. o Kelaouiñ ar genurzhierezh hag ar velestrourien diwar-benn araokadennoù ar raktresoù. - Kehentiñ diavaez : o Sevel dielloù kehentiñ : skritelloù, follennoù-nij o Kehentiñ war ar rouedadoù sokial (Facebook, Twitter…) o Prientiñ teuliadoù kelaouiñ, darempredoù gant ar gazetennerien
  • Profil Live gortozet : aotregezh (pe master) war danvez merañ raktresoù sevenadurel ha 2 vloaz skiant-prenet. Gouiziegezh resis : - Mestroni ar brezhoneg - Mestroni ar gallaoueg a zo degemeret mat - Anaoudegezh bed ar c’hevredigezhioù (ensavioù, buhez kevredigezhiel, oberiadennoù) - Anaoudegezh sevenadur Breizh Chemet : o Bezañ barrek da skrivañ mat (reizhskrivadur, ereadurezh) o Merañ raktresoù sevenadurel o Bezañ barrek da varc’hata o Anavezout diazezoù ar c’hehentiñ ha binvioù an empennañ grafek (canva, photoshop, indesign…) o Bezañ gouest da labourat gant ur Macbook pro a vefe degemeret mat o Respont ur wech an amzer d’an ezhommoù melestradurel ha da ezhommoù degemer ar c’hevread e plas ar genurzhierez. Gouiziegezh bezañ o Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh hag en ur rouedad o Spered-krouiñ, startijennek o Urzhiet, sirius, merañ an amzer o Emrenerezh o Nerzh kinnig o Evezhiegezh, tommder o Digor-spered
  • Type de contrat  CDD
  • Rémunération  Emg.-stroll buheziñ – C - feur 280
  • Remarques  - Kevreat termenet ur bloavezh hag a c’hallo bezañ adnevesaet – 1 ILA - Post-labour diazezet e Sant Brieg 22000 - Aotre-bleniañ B ha karr-tan personnel ret - Dav e vo en em ziblasañ - Deiziad termen an emstrivadurioù d’an 30 a-viz Here 2022 - Post da
  • Contact  Trugarez da gas ho emstrivadur war anv Prezidant Telenn, Bertrand Jouannet, dre bostel (contact@tiarvro-santbrieg.bzh) pe dre lizher (Ti ar Vro, 138 straed al Lege 22000 Sant-Brieg).
  • Fiche modifiée le 2022-10-05 14:31:04