LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Karget a ziorren an Dudi Brezhoneg-Galla
  • Période  adalek 1/11/23
  • Lieu  Pell labour
  • Employeur  UBAPAR
  • Mission  * Kenurzhiañ ar bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg Reiñ buhez d’ar bodad (emvodoù evit rouedad aozerien ar c’hampoù vakañsoù). Kenurzhiañ, brudañ ha diorren hollad ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg. Kehentiñ war Breizh a-bezh. * Kenurzhiañ an DABU-DARE Kenurzhiañ deiziataer ar stajoù hag aozañ ar brudañ war Breizh a-bezh. Kenurzhiañ deiziataer ar stajoù hag aozañ ar brudañ war Breizh a-bezh. Skoazellañ ar skipailhoù stummerien. * Kehentiñ Aozañ ar c’houlzad-kehentiñ hag ar skignañ. * Buhez kevredigezhel Kemer perzh e skipailh gopridi an UBAPAR. Kemer perzh e degouezhioù an UBAPAR (gouel 40 vloaz an Ubapar…).
  • Profil * Doare den Skiant-prenet e bed ar buheziñ. Anaoudegezh eus bed ar c’hevredigezhioù hag eus rouedad kevredigezhioù sevenadur Breizh. Emrenerezh, siriusted, gouest d’en em aozañ, da azasaat, da sevel kinnigoù ha da grouiñ, da gaout intrudu. En e aes gant an dud. Barrek da skrivañ e galleg hag e brezhoneg. Spered kevredigezhel : rannañ ha dougen talvoudegezhioù an deskadurezh pobl. Bezañ dedennet gant diorren an tiriadoù war ar maez, yezhoù Breizh ha doujañ ouzh an endro. Skiant-prenet war sevel dielloù-kehentiñ. Gouest da implij ostilhoù-kehentiñ (PAO, rouedadoù sokial, ostilhoù kenlabourat, ostilhoù framasoft, sevel testennoù ha taolennoù…). Implij meziantoù dieub. Galleg ha brezhoneg mestroniet mat, gallaoueg a vefe ur perzh mat ouzhpenn. * Diplomoù BAFA/DABU eus ret pe kevatalded. DEJEPS, DUT « Hentad sokial mellad buheziñ sokial ha sokio-sevenadurel », BPJEPS « Dudi evit an holl », BAFD/DARE * Doareoù labour Adalek miz Du 2023, prantad erlec’hiañ ur c’hoñje mammelezh Kevrad termenet CDD 80 % Amzer-labour a-wechoù eus an noz hag e-pad an dibenn-sizhun Mone-doneoù war an hent e Breizh Pellabourat eus ar ger pe coworking Gopr : strollad E emglev labour a-stroll ar buheziñ « Eclat », kenefeder 325 hag adsevel ar red-micher.
  • Type de contrat  
  • Contact  ubapar@ubapar.bzh 06 31 61 51 87
  • Fiche modifiée le 2023-07-19 11:35:18