LABOURZO
Accueil > Animation > Offre d’emploi (Animation)

Offre d’emploi (Animation)

  • Poste  Servij keodedel : kenaozañ GBB 2023
  • Période  miz Genver - miz Eost 2023 (6/8 miz)
  • Lieu  Gwened - Langoned
  • Employeur  Mignoned ar Brezhoneg
  • Mission  Skoazell ar skipailh da aozañ Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) 2023. E-touez palioù ar gefridi ha gant skoazell ar skipailh gopridi hag an izili aozet e bodoù-labour, ez po d’ober war-dro : - Skoazell sevel skipailhoù tud a-youl vat (tutañ, sevel ar planning, kelaouiñ) ha kemer perzh d’ar burevioù-pad kelaouiñ e Langoned. Degemer ar re a-youl vat e-pad ar gouel. - Skoazell aozañ al leurenn-lañs “An Taol-Lañs” : skignañ ar galv, kinnig ar raktres e liseoù, kemer perzh en emgavioù gant ar strolladoù evit gouzout hiroc’h diwar-benn o raktres. - Skoazell aozañ ur marc’had artizanel ha buheziñ war kêriadenn ar c’hevredigezhioù anvet “kêriadenn ar brezhoneg” : galv da gemer perzh, heuliañ en enrolladennoù, kenaozañ an abadennoù, raksoñjal an ezhommoù a-fed tud ha dafar, krouiñ dafar kinklañ… - Kemer perzh er festival evit ma tremenfe pep tra mat. Ar festival a vo eus an 30/06 betek an 2/07/2022. Ar staliañ ha distaliañ a vo eus ar Meurzh 27/06 d'ar Yaou 6/07/2023.
  • Profil Servij keodedel (dindan 25 vloaz pe dindan 30 vloaz evit unan gant
  • Type de contrat  Indemnité
  • Rémunération  580,55€/miz
  • Remarques  Ma n'oc'h ket dieub evit ober ur servij keodedel met dedennet oc'h gant ar gefridi, kit e darempred ganeomp hag e vo studiet gant siriusted ho CV memes tra !
  • Contact  Anaïs Scornet - kenurzhierez GBB darempred@mignoned.bzh 0611706592
  • Fiche modifiée le 2022-10-11 10:27:16