LABOURZO
Degemer al lec’hienn > A bep seurt > Kinnig labour (A bep seurt)

Kinnig labour (A bep seurt)

  • Post labour  Hanterour.ez sevenadurel
  • Deiziadoù  An abretan ar gwellan ( evit 11 miz )
  • Lec’h  Kommanna ha Sant-Riwall
  • Implijer  Ekomirdi Menez Are
  • Kefridi  An den a vo dindan beli renerez an ekomirdi hag e labouro gant an hanterour (ez) evit koñseviñ, kas da benn hag ober war-dro an oberoù desavadurel ha sevenadurel evit an holl arvesterien. Labour an den a vo ledanaat ar publikoù hag ober war-dro ar c’hehentiñ war-du an arvesterien. 1/ Koñseviñ an hanterouriezh Al labour desavadurel Kenderc’hel da greskiñ niver ar skolidi degemeret (diorren darempredoù etre an ekomirdi hag ar skolioù war ar vro, ar gelennerien, an erbederien). Lakaat an ekomirdi da vezañ ‘barzh rouedad ar stignadoù gouestlet d’ar skolioù (hentadoù deskadurezh war an arzoù hag ar sevenadur, ar gevelliñ, galv da raktresoù Park an Arvorig…). Termeniñ ur strategiezh ha kinnig oberoù evit an dud lakaet da arvesterien pennañ gant an ekomirdi : ar familhoù, an annezidi. Al labour sevenadurel Sevel (asambles gant ar re all) ar programm sevenadurel (hep ankounac’haat an oberoù a vo kaset en-dro gant an annezidi). Kinnig oberoù hanterouriezh liammet gant ar programm sevenadurel. 3/ An hanterouriezh Degemer hag ambrougañ ar strolladoù, dreist holl bugale ar skolioù (evit obererezhioù an ekomirdi) 4/ Kehentiñ ha brudañ Skrivañ ar pennadoù evit kinnig an ekomirdi (dreist holl ‘barzh ar c’hraflevr gant an abadennoù evit ar bloaz) ha war al lec’hienn web. Ober war-dro brudañ an oberoù hanterouriezh, buheziñ ar pajennoù web hag ar skridoù en linen Merañ ar rolloù skignañ 5/ Steuvañ ha merañ Kinnig implijoù-amzer evit ar skipailh hanterouriezh a glot gant an ezhommoù Merañ ar gweladennoù miret Stummañ ar skipailh hanterouriezh ha kenurzhiañ ar stajidi Ober war-dro ha dielfennañ sifroù ar weladennerien
  • Doare den 1/ Stummadur ha gouiziegezhioù Bezañ stummet war ar benvegoù ha teknikoù an hanterouriezh ha bezañ gouest da verañ ur raktres hanterouriezh. Anavezout skodoù an hanterouriezh Anavezout ar glad hag an dastumadegoù etnologel Mestroniañ ar brezhoneg (live B2 d’an nebeutañ) Mestroniañ sokiologiezh an arvesterien (dreist holl ar familhoù) Gouiziegezhioù war ar c’hehentiñ 2/ Skiant-prenet Skiant-prenet a garget a hanterouriezh ‘barzh ul lec’h degemer sevenadurel Gouzout petra eo ar glad sevenadurel dizanvezel (eñvorennoù an dud, deskiñ ha treuskas an doareoù d’ober en ur mod hengounel) a vefe mat.
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  1842 € kriz
  • Evezhiadennoù  Ret ‘vo labourat un nebeud dibennoù-sizhun hag evit darvoudoù ‘zo. An emstrivadurioù a zo da gas betek an 20 a viz Gwengolo 2018 d’an diwezhatañ da Ekomirdi Menez Are, Milinoù Kerouad, 29450 KOMMANNA
  • Mont e darempred gant  catherine.sparta@ecomusee-monts-arree.org Gwelet ‘vo an dud d’an 3 ha d’an 11 a viz Here 2018 (ar bedadenn a vo kaset ur sizhunvezh a-raok)
  • Fichenn bet kemmet d’an 2018-08-22 16:18:34