LABOURZO
Accueil > Divers > Offre d’emploi (Divers)

Offre d’emploi (Divers)

  • Poste  Directeur/Directrice
  • Période  Respont gortozet : 20/05/2023
  • Lieu  Breizh 5 departamant
  • Employeur  AR REDADEG A DI DA DI
  • Mission  Dindan aotrouniezh ar c'huzul-merañ e labouro ar rener-ez. Ren a ra aozadur ar Redadeg hag ur sell hollek en/he deus warnañ. E-touez ar c'hefridioù pennañ : • Kinnig d'ar burev ha d'ar c'huzul-merañ ahelioù-labour evit aozañ an darvoud ha sellout a-dost penaos e vo lakaet e pleustr. • Goursellout, merañ ha ren labour skipailh an implijidi, skoazell skipailhoù an dud a youl vat. Kefridioù all  : Ur goursell war : • Sevel strategiezh ar c'hehentiñ, lakaat e pleustr an ostilhoù hag an doare ma vo kelaouet ar mediaoù hag an dud oberiant e kement lec'h, • Sevel hag emdroiñ an ostilhoù arglask, merañ ha keveliñ, klask arc'hantaouiñ, ha daremprediñ ar gevelerien (publik ha prevez), • Skrivañ ha derc'hel ur sell war c'halvoù d'ar raktresoù (kêrioù loc'hañ ha degouezh, arc'hantaouiñ ar raktresoù,...), sevel kuzul ar re fur, e vodañ, sellout ouzh e vont-en-dro, • Skoazell hag heuliañ kenurzhiañ ha buheziñ ar skipailhoù lec'hel a youl vat a-raok, e-pad ha war-lerc'h an darvoud. Obererezhioù : • Sevel hag heuliañ ar c'hildeiziataer hollek, • Sevel ha/pe heuliañ an doserioù kevelañ ha/pe ar yalc'hadoù (kumuniezhioù kumunioù, kumunioù, departamantoù, rannvroioù, Stad), • Sevel ar rakbudjedoù (da zont ha graet), heuliañ an doseroù amaezhel (merañ an emezelerien, diskleriadurioù er prefetioù) merañ an implijidi (stad ar c'hevratoù, hentadoù micherel, • Kaout ur sell war ar c'hevelañ gant an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù, • Sellout ouzh an doare skrivañ, nevesaat ha dasparzh an dielloù a denn da werzh ar c'hilometroù (ar prizioù hag o skeul(ioù), an arguzenniñ, an doare da lakaat anezho war-wel), • Sellout a-dost ouzh sevel ar steuñv kehentiñ (plaketennoù, plegoù-diblegoù, skritelloù, mailingoù, buhezegezh al lec'hienn internet), bezañ e darempred gant ar grafour-ez war dachennoù ar c'hevratoù hag ar budjedoù, • Heuliañ an darempredoù gant ar gazetennerien-ezed, strevañ ar c'heleier, kemer perzh er prantadoù brudañ, kevodañ pe kelaouiñ lec'hel a vo graet ingal pe ingaloc'h, • Kaout ur sell war an doare ma vo skrivet galv ar raktresoù skoazellet, kaier a gargoù ar ganaouenn ofisiel, tem ar bloaz, heuliañ pe sikour an hini a skrivo ar gemennadenn .... ha sellout penaos e vo lakaet war-wel an holl c'hrafoù-mañ, • Diskleriañ an hentad er prefetioù, sellout hag-eñ eo klok skipailhoù an heuliadeg, mont e darempred gant an asurañsoù, • Kenurzhiañ ar skipailhoù a youl vat ha kas dezho kement keloù a c'hell sikour anezho (gwerzhañ kilometroù, dasparzh ar rederien, buheziñ an darvoud, tremen e pep kumun, surentez an heuliadeg), • Kaout ur sell war grouiñ ar bitrakoù, an dafar (dibab, pourvezerien, koust…), sellout a-dost ouzh ar stokoù, lakaat anezhañ da dalvoudekaat.
  • Profil Anaodegezhioù : • Bezañ kelaouet mat war ar Redadeg, ar bed kevredigezhel ha sevenadurel breizhat, • Bezañ barrek war merañ ur gevredigezh (stern amaezhel, lezennel, ar gontouriezh), • Bezañ desket mat war kod al labour hag an emglev a-stroll ECLAT, • Mestroniañ mat an urzhiataerezh (taolenner, skriver, power-point, SPIP), ar meiziant diabarzh implijet evit ar merañ (Merour, Stal), bezañ gouest d'en em voazañ buan d'an ostilhoù daremprediñ nevez (rouedadoù sokial, ostilhoù niverel, viziokendiviz, internet…) , • Kaout ul live brezhoneg (B2/C1) ha galleg mat dre gomz ha dre skrid, • Anavezout yezhoù all a vefe un dra vat : gallaoueg, euskareg, kembraeg, saozneg, kastilhaneg Gouzout ober : • En em azasaat, marc'hata, dileuriñ, • Degas mennozhioù nevez, • Gouzout ar mod da vuheziñ un emvod, komz dirak tud, • Rentañ kont, reiñ da c'houzout d'ar c'huzul-merañ, d'ar burev al labour a zo bet kaset da benn, ar skoilhoù. Doare den : • Labourat e.hec'h unan pe en ur strollad, bezañ gouest d'ober war-dro ur skipailhad a implijidi, • Bezañ an hini a vo alies o kinnig, • Bezañ frammet mat en e-he labour, • Bezañ aes en e.he z.darempredoù, • Gouzout merañ hag aozañ e-he labour hag hini an implijidi all, gouzout talañ ouzh un dreistkarg a labour, merañ stress/gwask hag ar cheu diabarzh a c'hell sevel pa vez bec'h war an implijidi, ober an traoù er c'houlzoù merket ha didoueziañ ar pep retañ en obererezhioù, • Kaout e.he v.mat da gas karr (aotre bleniañ) hag ur c'harr.
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  strollad F – Kenefeder 375 - Sterner-ez
  • Remarques  Labour er gêr gant rouedad internet ha pellgomz. Emvodoù a vil-vern un tamm e pep lec'h e Breizh. Ingal a-walc'h e vo da labourat da Sadorn ha fin an abardaez. Labour divyezhek brezhoneg/galleg. Kevrat didermen he fadelezh. Tachenn labour : Breizh a-
  • Contact  Katelin al Lann 09 61 20 26 11/06 71 23 36 42 darempred@ar-redadeg.bzh
  • Fiche modifiée le 2023-04-14 13:40:34