LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Buheziñ > Kinnig labour (Buheziñ)

Kinnig labour (Buheziñ)

  • Post labour  Rener.ez Kreizenn Dudi - Vakañsoù hañv
  • Deiziadoù  8-12.07 ha 26-30.08
  • Lec’h  Gwengamp
  • Implijer  Ti ar Vro Gwengamp
  • Kefridi  • Sevel ha lakaat e pleustr raktresoù pedagogel un degemer dudi hep herberc'h (DDHH) diavez skol e liamm gant ar raktres desevel e brezhoneg en ur genlabourat gant ar skipailh buheziñ. • Merañ ar skipailh buhezourien (tutañ, stummañ, merañ). • Ijinañ ha buheziñ gant ar skipailh buheziñ ar vuhez pemdez hag an obererezhioù. • Teurel evezh da lakaat e pleustr ar reolennoù yec’hed ha surentez. • Kemer perzh evit sevel ar budjed hag e lakaat e pleustr. • Klask war-lerc’h ha diorren kevelerezhioù.
  • Doare den • Brezhoneg, komzet, skrivet, lennet (ul live C1a vefe deuet mat). • Diplom DARE (pe par). • Anaoudegezh war reolennoù an degemerioù stroll evit ar vinored. • Bezañ gouest da vuheziñ ur skipailh. • Bezañ barrek war dachenn ar mererezh melestradurel. • Mestroniañ ar stlenneg. • Aotre bleniañ B Perzhioù mat • Youl • Ijin • Emzalc’h madelezhus • Pedagogiezh • Bezañ gouest da selaou • Patiented Skiant-prenet goulennet
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Mont e darempred gant  tiarvro.gwengamp@orange.fr – 02 96 44 27 88
  • Fichenn bet kemmet d’an 2019-05-02 18:53:04