LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Buheziñ > Kinnig labour (Buheziñ)

Kinnig labour (Buheziñ)

  • Post labour  BUHEZOUR(EZ) SPORTEL KEVREADEL
  • Deiziadoù  Didermen
  • Lec’h  Il-ha-Gwilun
  • Implijer  Bodadeg ar Gouren
  • Kefridi  Ober war-dro ar gourdoniñ er skolioù gouren: deus ar babigouren d’an dud deuet Buheziñ prantadoù tañva gant strolladoù er skolioù, kevredigezhioù, kreizennoù dudi,gouelioù, abadennoù dindan an amzer e-pad an hañv hag all Reiñ lañs ha kemer perzh e diorren ar skolioù hag ar poellgorioù departamant Kemer perzh e aozadur darvoudoù a bep seurt (gourenadegoù, devezhioù buheziñ) Kemer perzh e merañ Poellgor Teknik ha Stummañ Bodadeg ar Gouren, o sterniañ arstajoù, o emmellout er stummadurioù hag all.
  • Doare den Ho tiplomoù: BPJEPS Gouren, pe Breved Stad 1añ derez gouren (dibab Gouren). PE Aotreegezh pe master STAPS, BPJEPS APT pe LTP, Breved Stad en ur sport emgann,BESAPT*. Breved Monitour Kevreadel Gouren* (*Stummet e vefoc’h neuze ouzhpenn da se war ho amzer labour.) Ho perzhioù mat: Rikted, emrenerezh ha youl a zo ho kerioù-stur war ar pemdez. Ho parregezhioù: Diskouez a rit kaout intrudu, barregezhioù da labourat a-stroll ha gouzout a rit merañ hoimplij-amzer diouzh sturiadurioù ho skipailh ren ? Graet eo al labour-mañ evidoc’h! Goulenn a reomp ganeoc’h kaout: Un aotre-bleniañ B hag ur c’harr. Komz brezhoneg a vo gwelet mat.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  Gopr diouzh ar CCNS, teknikour live 3
  • Evezhiadennoù  Deiziad kregiñ : 1aña viz Gwengolo 2022. Mare stummañ: etremiz Ebrel ha miz Gouere. Lec’h labour : Departamant Il-ha-Gwilen (tachenn Bro Roazhon ha Mervent an departamant)Hent a vo d’ober en departamant, hag e lec’h all e Breizh ivez gwech ha gwech all
  • Mont e darempred gant  Evit lakat ho anv, kasit CV ha lizher emstrivañ d’an : Aotroù Hubert Jean-François, Prezidant Poellgor Il-ha-Gwilen Bodadeg ar Gouren 1 alez Binig – 35700 Roazhon comite35@gouren.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-03-08 17:34:25