LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Buheziñ > Kinnig labour (Buheziñ)

Kinnig labour (Buheziñ)

  • Post labour  Buhezour.ez DABU ampart ha startijennek
  • Deiziadoù  9/7/22 --> 16/7/22
  • Lec’h  La Roche-Jaudy (22450)
  • Implijer  Ti ar C'hoadoù
  • Kefridi  Ar C’hamp Marmouzien Koad ar C’hastell Du a zegemero 30 bugel etre 8 ha 12 bloaz. Labouret e vo e touez ur skipailh 5 (1 stajiad-ez DABU, 3 buhezour-ez hag 1 renerez). Kenlabouret e vo gant skipailh « L’Arbre à Lutik », ur gevredigezh kraperien gwez. Aozet e vo c’hoarioù tro-dro da Robin ar c’hoadoù. --- Ar vuhezourien a raio war-dro ar vugale/ E-karg e vint eus ar prantadoù buheziñ, meran buhez pemdez. Fardet e vo ar boued ganeomp hag ar vugale aozet e vo prantadoù buheziñ, beilhadegoù, kousket dindan teltennoù war un dachenn en ul lec’h brav abominapl er Roc’h-Jeödi. Ma 'z oc'h plijet, kasit o CV !
  • Doare den Klasket vez ur buhezour titlet (BAFA-DABU/ pe heñvel) - Un evezhier kouronkañ a vefe dreist - Bezañ en e aes e Brezhoneg - Tud gant intrudu, startijenn, ha youl. Gortozet eo ur CV hag ul lizer en em ginnig.
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  Kevrad CEE – 308 euros net ar sizhun
  • Evezhiadennoù  Gopret eo un devezh prientiñ (kevrad 8 devezh)
  • Mont e darempred gant  Agathe Chapelain - chapelainagathe@gmail.com - 0752622568
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-06-23 10:47:01